àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ema RBG é klask un animatour·ez radio !

article-actus-abnner

Ema RBG é klask un animatour·ez radio !

Plus d’infos, cliquez ici !

Ema Radio Bro Gwened é klask :

Un animatour.ez radio adal ar 1añ/11/2024, evit krouiñ abadennoù e brezhoneg

CDI · 80% (posibl e vo monet betak 100% e miz Genver 2025)

E Pondi ha/pe Gwened (tele-labour posibl, un devezh er sizhun)

Ret e vo d’an animatour.ez :

  • Gober àr-dro ar magazin pamdeziek Avel em fenn, evit ar blead 2024/25 ; kenproduet get RKB ha prezantet àr-ean ag ar  Lun d’ar Gwener etre 5 ha 6 eur d’anderv.
  • Daramprediñ tud ar vro (Bro Gwened) hag o enrolliñ da gaout boued d’ober an abadenn : atersiñ ( a bell pe a dost), sevel reportajoù…
  • Skriviñ ur speech evit an abadenn.
  • Labourat asambl get ekip Radio bro Gwened, get an animatour.ez arall a Radio Kreiz Breizh, ha get koleged ar radioioù arall.
  • Sevel hag animiñ abadennoù ispisial en ur studio diavaez : FIL, Kan ar Bobl, GBB…

            (Kement-mañ hrevez ho c’hoant ha fantazi. Ni a welo asambl.)

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio