Radio Bro Gwened… Mouezh ar Vro !
Radio Bro Gwened ‘ zo ur radio kevredigezhel ha divyezhek, brezhoneg ha galleg, staliet e Pondi hag e Gwened.
Hi ‘n em wel ‘el ur radio ag ar vro, é klask bout tostik-tra d’an dud, da sevenadur Breizh ha da sevenadurioù ar bed a-bezh. Er blez 1983 ema bet savet RBG evit reiñ ar gomz d’ar bobl, kenkloñs d’ar re vunut ‘el d’ar re vras, reiñ ur vouezh d’ar brezhoneg ha dreist-holl d’ar gwenedeg.
Bodiñ a ra kazetennerion, animaterion a-vicher, animaterion a volontez vat hag a bemp oad get an c’hoant da vout tost d’ar pezh a zegouezh er Mor-bihan. Oc’hpenn kant den a volontez vat a gemer pezh e buhez ar radio, é sevel abadennoù, kronikennoù hag é kas sonennoù da skigniñ.